Emgann Adrianopolis (Hadrianopolitanum d'ar mare-se, Edirne hiziv, e Turkia europat) zo un emgann a c'hoarvezas d'an 9 a viz Eost 378 etre an Impalaer roman Flavius Julius Valens hag ar pobladoù german, Goted anezho dreist-holl, koulz Vizigoted hag Ostrogoted, kaset gant Fritigern. Ur faezhadenn vras e voe d'ar Romaned, trec'het gant un emsavadeg soudarded kevredet.